Avel Em Fenn - Lun 20 a viz Ebrel
D’an 8 a viz Mae e vo un devezh important evit ar brezhoneg, da lâret eo loc’hañ ar Redadeg ba Lannuon, ha betek ar 16 a viz Mae e vo ur bern tud o c’haloupat noz ha deiz war hentoù ar vro. Fulup Kere, rener ar Redadeg a lâr muioc’h diwar an darvoud-mañ !
Pennad Kaoz ar sizhun : foetañ bro, setu ar pezh a ra ivez Chan Claod Taleg evit mont da gañan un tamm pep lec’h abaoe bloavezhioù.
Florent Grouin, deus Brezhoweb, a ginnig programmoù ar vakansoù.
Keleier ar vro hag ar bed : Benjamin Bouard
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy